Disklêriet
eo bet e prefeti Liger Atlantel d’ar 5 a viz Kerzu 2003,
disklêriadur embannet e Kazetenn Ofisiel ar Republik c’hall
d’an 10 a viz Genver 2004.
| |
|
|
| |
Perzhek eo ar Gevredigezh
e buhez sevenadurel Breizh hag engouestlet eo kenañ
evit ma’z adkavo Breizh he gwir blas er bed. |
|
| |
|
|
Palioù "Bannieloù
Breizh"
•
Lakaat ar vannielourien d’en em gavout kenetrezo, evit se
e vez aozet teir bodadeg ar bloaz ma c’hallont krouiñ
liammoù, eskemm ha kas war-raok ar vannielouriezh e Breizh;
• Strollañ an holl zielloù diwar-benn bannieloù
Breizh, re ar c’hêrioù, ar peier, ar c’hevredigezhioù
hag an aozadurioù, en amzer dremenet hag en amzer vremañ.
• Ledañ ar c’heleier-se hag o mirout dre embann
ur c’hannadig c'hwec'hmiziek “Kannadig Bannieloù
Breizh” da anv dezhañ;
• Kinnig da gêrioù Breizh ha da ensavadurioù
ar vro bannieloù a-zoare;
• Difenn, mirout ha kas war-raok glad sevenadurel broadel
Breizh.
Penaos treiñ ar ger vexillology e brezhoneg?
Gallet e vije bet evel-just loc’hañ diwar ar ger
etrebroadel veksillologiezh, savet diwar al latin vexillum. Koulskoude
e kav gwelloc’h ar brezhoneg ober gant gwriziennoù
predenek, hag ober gant gerioù anavezet. Setu perak eo
bet lezet ivez a-gostez ar ger predenek luman a gaver troet gant
“vexillum” en Armes Prydain Fawr (Xvet kantved). Diwar
ar ger “banniel” anavezet mat eo bet savet ar ger
bannielouriezh.
Yezh ofisel hor c'hevredigezh eo ar brezhoneg. Graet e vez ivez
gant ar galleg.
| |
|
|
| |
Ezel
ar c'huzul-meur
Divi KERVELLA Prezidant
Franck FORMÉ
Teñzorer
Mikael BODLORE-PENLAEZ Sekretour
Raphaël VINET Besprezidant
Nerin AR C'HORR membre du CA
Laurent BRUNEAU Ezel eus ar c'huzul-meur
Frédéric LEPAROUX Ezel eus
ar c'huzul-meur
Hervé RINCEL Ezel ar eus c'huzul-meur |
|
| |
|
|
