Kroaz sant Andrev eo arouez ar Skosiz. Hervez ar vojenn e oa bet gwelet an abostol Andrev gant Angus Mac Fergus, roue ar Bikted, a-raok un emgann a-enep ar Saozon (e 736). E-kerzh an emgann e voe gwelet ur groaz vras en oabl, a spontas ar Saozon ha faezh e voe ar re-mañ. Lakaet e oa gant Angus e vefe ar groaz-se arouez ar Bikted. War banniel ar Rouantelezh-Unanet e weler ar banniel-se, gant ur glas teñval-mat, dindan banniel Bro-Saoz. Kavout a ra gwelloc'h ar Skosiz ur glas sklaeroc'h a-galz.
"Saltire" (Sautoir / Lammell) [gb] & "Crann na h-Alba" (Croix d'Écosse / Kroaz Skos) [sco]
XIII / 4:5
ofisiel
Dizoloit ar "Gwenn
ha du", banniel Breizh hag an holl Vretoned.
Deuit da zizoleiñ istor hir ha pinvidik bannieloù
istorel Breizh: banniel
erminiget an Duged hag holl vannieloù roueed ha duged Breizh. Deuit da zizoleiñ ivez
bannieloù hor broioù (nav bro diazez Breizh), ha reoù ar peier (an "isvroioù"), ar c'hêrioùhag
ivez arouezioù ha bannieloù ar Gelted.