Bannet evit ar wezh kentañ d’ar 7 a viz Mae 1848. Banniel al luskad “Iwerzhon Yaouank” e oa, kaset war-raok gant Thomas Francis Meagher. E 1916 eo e teuas ar banniel-se da vezañ anavezet evel banniel Iwerzhon da heul emsavadeg Pask. Awenet eo bet gant banniel Reveulzi Bro-C’hall. E dalvoudegezh ofisiel: ar gwer evit ar boblañs a orin keltiek hag angl-ha-saoz kozh, an orañjez evit ar brotestanted nevez-deuet er vro, ar gwenn a zo evit ar peoc’h etre an div gumuniezh.
Dizoloit ar "Gwenn
ha du", banniel Breizh hag an holl Vretoned.
Deuit da zizoleiñ istor hir ha pinvidik bannieloù
istorel Breizh: banniel
erminiget an Duged hag holl vannieloù roueed ha duged Breizh. Deuit da zizoleiñ ivez
bannieloù hor broioù (nav bro diazez Breizh), ha reoù ar peier (an "isvroioù"), ar c'hêrioùhag
ivez arouezioù ha bannieloù ar Gelted.