En ardamezouriezh ez eus daou dra da zishañvalout
pa vez kaoz eus an erminig. An erminig (liester “erminiged”)
a zo ul loenig kigdebrer kar d’ar gaerell, hag ar
vrizhenn erminig (pe “erminig”, liester “erminigoù”)
hag a zo anezhi beg du al lost a vez staget ouzh feur al
loenig-se hag a zo gwenn-kann er goañv.
Klask bras a veze war ar feur-se. Gwenn-kann eo e-pad ar
goañv eta. Ur feur a lorch e oa. Staget e veze
ar feurioù-se kenetrezo hag en o chreiz spilhennet
beg al lost du. A-stumm gant ur groaz e oa ar spilhennoù-se.
Hiziv an deiz ne vez ket lazhet ken erminiged evit ober
skoedoù. Treset e vezont, ha neo nemet gwell
a se!
Dont a ra ar ger ermin eus Armenia, eus ar vro-hont eo e
veze emporzhiet ar braz eus ar feurioù.
Perak erminig
plaen?
Arouez an duged e oa. Dont a ra eus tiegezh Dreux.
E 1213 e teu Pierre Mauclerc da vezañ pried dugez Breizh. Degas a ra gantañ
e skoed maz eus erminigoù outañ ouzh konk evit e zishañvalout
diouzh re e vreudeur. Ur merk diforch eo. Lavaret a reer e oa an erminigoù
merk ar gloer. Mauclerc = Brizhkloareg.
Banniel Pêr Dreux hag e warlerchidi betek 1316
E
1316 ne ra Yann III nemet gant ur banniel erminigaouet plaen. Kement-se zo un
doare evitañ da bellaat diouzh e familh. Bech zo! Diwar neuze e vo
ar banniel erminigaouet banniel duged ha dugezed Breizh.
E 1532 e rank Stadoù Breizh, dre heg, sinañ
stagidigezh Breizh ouzh Bro-Chall. Kendalch a reer dober gant
ar banniel erminigaouet, kentoch eget gant ar Groaz-Du, broadeloch
e arouez.
Diwar 1870 e teu ar banniel erminigaouet
da vezañ arouez ar Vretoned kar-o-bro. Adal 1843 ha 1859 ez eus kevredigezhioù
breton och ober gantañ, Kevredigez Broadus Breiz ha Strollad Broadelour
Breiz e 1918.
Hiziv an deiz e weler choazh gwezhioùigoù
zo ar banniel erminigaouet ouzh talbenn tiez-kêr zo. Er chontrol eus
ar Gwenn ha du ez eo arouez ar broviñs doujus ha sentus ha dister eo e
dalvoudegezh politikel.
Dizoloit ar "Gwenn
ha du", banniel Breizh hag an holl Vretoned.
Deuit da zizoleiñ istor hir ha pinvidik bannieloù
istorel Breizh: banniel
erminiget an Duged hag holl vannieloù roueed ha duged Breizh. Deuit da zizoleiñ ivez
bannieloù hor broioù (nav bro diazez Breizh), ha reoù ar peier (an "isvroioù"), ar c'hêrioùhag
ivez arouezioù ha bannieloù ar Gelted.