Degemer  
  e Brezhoneg / en français  

  Ar gevredigezh  
  Kinnig  
  Keleier  
  Hor c'hazetenn  
  Emezelit  
  Forom  
  Bannieloù ha skoedoù Breizh  
  Ar Gwenn ha du  
  Bannieloù istorel  
  Broioù  
  Peier ha broioùgoù  
  Departamantoù  
  Kêrioù  
  An Duged  
  Arouezioù ar Gelted  
  Bannieloù  
  Arouezioù  
  Liammoù - Ar stal  
  Liammoù  
  Prenit bannieloù Breizh  
   

Arouezioù ar Vretoned hag ar Gelted

Triskell / an triskell

 

Deuet eo an Triskell da vezañ arouez ar Gelted. Dont a ra ar ger eus ar gregach “triskêles” hag a dalvez kement ha “teir gar”. Displegañ eo bet dre veur a zoare disheñvel. Ur seurt tra da zegas chañs hag eurvad ez eo, met er penn kentañ holl e oa moarvat arouez an heol pe an oabl. Unvanidigezh an “tri en unan” eo ivez, un dra hag a blije kenañ da spered ar Gelted kozh. E pennsturvod an doueoù kelt e oa tri den: Lúgh, Ogme hag an Dagda. Ne oa nemet un doueez met teir neuz a oa dezhi: merc’h, mamm, pried. Hag un bern traoù all c’hoazh. Lavaret e vez alies ivez e tiskouez an triskell an teir elfenn: an aer, an dour hag an tan. En e greiz e vefe an douar. Kromm e vefe garoù an triskell evel ar vuhez. Ur ster zo gant durc’hadur an triskell. Un doare mat a vije, evel an hini diskouezet amañ. Da lavaret eo o vont eus a-gleiz da zehoù. Ur stumm fall a vije gant an tu kontrol. Kavout a reer an triskell war banniel Enez-Vanav hag ivez evel merk ur bern aozadurioù abaoe an amzer etre an daou vrezel. Kavet e vez an triskell war girri-nij ofisiel Iwerzhon, ha kavet e vez ken-ha-ken e Breizh.

Aotre skeudennoù: M. Bodlore-Penlaez www.geobreizh.com (klikit amañ)

 

     
 

Eurominority en polonais et en hongrois
1,5 millions de Catalans manifestent contre le pouvoir central et pour l'indépendance
Sécession et Union européenne, quelle compatibilité ?
L'indépendantisme flamand remet en question la donne politique belge
L'Allemagne et la Russie proposent un nouveau cadre pour essayer de résoudre la différend en Transdniestrie

 
gant Eurominority.eu


 
Dizoloit ar "Gwenn ha du", banniel Breizh hag an holl Vretoned. Deuit da zizoleiñ istor hir ha pinvidik bannieloù istorel Breizh: banniel erminiget an Duged hag holl vannieloù roueed ha duged Breizh. Deuit da zizoleiñ ivez bannieloù hor broioù (nav bro diazez Breizh), ha reoù ar peier (an "isvroioù"), ar c'hêrioùhag ivez arouezioù ha bannieloù ar Gelted.

Bannieloù Breizh: kement-tra diwar-benn bannieloù Breizh
Copyright © Mikael Bodlore-Penlaez • Pep gwir miret strizh • 2003 -
Krec'hDistro
Troidigezh brezhonek: Divi Kervella