Benveg ar rummadoù uhel e oa an Delenn e Breizh koulz hag er broioù kelt all. Er wenngelouriezh keltiek e oa ur benveg doueel ha hud. Adkavout a reer an delenn war veur a vanniel, en o zouez e Breizh-Veur war banniel ar rouanez dre m’emañ-hi o ren war ul lodennig eus Iwerzhon (Iwerzhon an Norzh). Unan eus arouezioù pennañ Iwerzhon eo hag implijet e vez kalz gant Republik Iwerzhon (a ra gant skeudenn telenn “Brian Boru” lakaet da vezañ koshañ hini Iwerzhon — met n’eo ket koshoc’h eget ar Xvvet kantved). Kavet e vez anv eus telennoù e-barzh skridoù koshoc’h koulz predenek pe ouezelek.
Dizoloit ar "Gwenn
ha du", banniel Breizh hag an holl Vretoned.
Deuit da zizoleiñ istor hir ha pinvidik bannieloù
istorel Breizh: banniel
erminiget an Duged hag holl vannieloù roueed ha duged Breizh. Deuit da zizoleiñ ivez
bannieloù hor broioù (nav bro diazez Breizh), ha reoù ar peier (an "isvroioù"), ar c'hêrioùhag
ivez arouezioù ha bannieloù ar Gelted.