| Arouezioù ar Vretoned hag ar Gelted |
|
Kroaz / ar groaz
Unan eus koshañ hag anavezetañ arouez ar bed eo ar groaz. Arabat krediñ e vefe un arouez kristen hepken, kalz koshoc’h eget se eo. Ar groaz keltiek zo ur seurt kroaz gant ur c’helc’h e kreiz. Evit ar pevar barr e soñjer e c’hall aroueziañ roud ar pevar avel, ar pevar amzer pe rannadur an tir etre peder rann, ar pezh a oa unan eus diazezoù ar bed kelt. Unvanadur ar groaz kristen hag ar c’helc’h kelt eo ivez (aroueziadur ar “an holl en unan”).